Arall Flashcards
Furnez
Arboell
Mont hep ober re pe lakaat re a wask war ubd/ub
Arboellañ
Merk, arouez
Ardamez
Merkiñ
Ardameziñ
Farsoù
Ardoù
Lakaat ub da guitaat pell diouzh e vro, d.s. pa ioa ret da Yann Montforzh mont da Vro-Saoz
Harluañ
Herzel ub d’ober un dra bennak en ur lakaat skoilhoù
Hualiñ
Amprevaned pe loened na blij ket deomp, a zo didalvez hag az aloub hor endro
Astuz
Ub a zo X a zo unan bennak aes da gasaat
Astud
Pa vez x-et ub pe udb, lakaet eo diaes pe amparfal gant traoù, d.s. ub a zoug traoù a zo x-et a ne c’hell ket fiñval aes h.a.
Strobet
Strobañ
X eo ar bugel en deus ur fri lous, pe a zo ur c’hañfardig
Mec’hiek
< mec’hi (saotradur ar fri)
Pa vez graet udb da vad, penn-da-benn, betek penn, e vez graet x
Mort
X a ra ub a ra an traoù en un doare sioul ha habask da vont hep ober re pe en em vountañ re
Damantiñ
X a reer un daouejen pe ur c’hazeg ouzh an arat, ur c’harr h.a.
Sternañ
Pelloc’h (en egor)
Larkoc’h
Ur fri x a zo ur fri kompez ha ledan un tammig.
Ul lavn x n’eo ket lemm ken.
Togn
X a ra un ui pa vez ganet un evn, pe x a ra ub a zeu a-daol-trumm eus neblec’h en un doare souezhus
Diflukañ
Prop ha naet, hep saotr pe si
Digatar
Skañv ha dillo
Lijer
Ur baner sklat
Boutog
Lec’h ma lakaer eskern ar Re Varv e-kichen pe en iliz
Karnel*
Pa lavar tud «Hourra ! Brav ! Youpi» ez eus x ganto
You ha blej
Distreiñ da stad ur bugel, en em goll en e spered pe en e gomz
Mont e belbi
Mont kuit tamm-ha-tamm, evel al latar
Steuziañ
X eo un ti torret, un tammig rivinet, ha n’eus den ebet oc’h ober war-e-dro
Dirapar
X eo ur babig e liñseloù ha dilhad pa vezont lakaet start tro-dro dezhañ d’e virout tomm.
Mailhuret
X a ra un arnev a glever a-bell, pe un houladenn, .i. an trouz a reont
Krozal
X eo un dra pa vez beziet dindan dour pe traezh. X eo bet Tremenec’h dindan traezh, ha x Kêr Is dindan ar mor.
Liñvet
Un tiig bihan-bihan, dreist-holl da lakaat traoù e-barzh, d.s. ostilhoù al liorzh, ur vag, h.a.
Lab
Ar boan hor beus er c’hostez goude bezañ redek
Berrioù
Pa ko… ko… komzer mod… mod… mod… mod-se.
Besteod
Ar fed da vezañ skañv e spered, hep soursi
Berrboell, berrded
Ar fed da vezañ leun-buhez, nerzh ha c’hoant-ober
Beoder
Bezañ un tammig penn-skañv
Berrboellek
Ar bizhier az implijer d’en em harpañ p’hor beus ur c’har torret, da skwer.
Branell*
Lavarout pe ober udb hep merzhout ez er un tammig re bell, .i. «s’emporter»
Broezañ
Pa’z eo udb distabil war e dreid, d.s. un daol a fiñv pe ur savadur graet buan.
Jilgamm
Ub a zo pizh, ne blij ket dezhañ dispign pe rannañ arc’hant.
Skragn
Ub na blij ket dezhañ gortoz, en deus c’hoant an traoù diouzhtu.
Chilpuz
Pa’z a ur babig da gousket, e x ouzh e gerent, pe ur c’hazh a x en e baner da gousket.
Souchal
Pa vez bountet ur werenn war e du, pe eilpennet udb.
C’hweniañ
Leun a joa
Sart
En em rannañ e daou, met hep terriñ, d.s. skramm ur pellgomz pe un tamm koad.
Faoutañ
Un doare all da lavarout ‘an diaoul’ e «pelec’h an diaoul edos ?» pe «petra an diaoul ‘peus graet ?»
Pelec’h ar foeltr edos ?
Petra ar foeltr ‘peus graet ?
Huchal en ur geinañ pe en ur ouelañ
Garmat
Kef pe korf pennañ udb e vez staget ar rest outañ, da skwer kef ur wezenn, pe kreiz an aval na zebr ket peurvuiañ an dud.
Treujenn*
Louzoni, traoù lous ha disurzh.
Strouilhenn*
Gant kein an dorn
A gil dorn
Brasskeudenn pe skwer un dra glok, d.s. en urzhiataer p’hor beus c’hoant gwelout penaos e vo ar pezh hor beus c’hoant moulañ, .i. aperçu.
Alberz
Pa’z eo ul liv tamm pe damm evel unan eus livioù pennañ, da skwer damwenn, damc’hlas, e galleg «tirant sur le blanc/le bleu…»
Arwenn
Arzu
Arvelen
Arc’hlas
Un dra graet a-dro-jouas, n’eo ket graet a-ratozh-kaer
Un dra graet dre amparfal
Un den aonus
Ur yar-dour
Ub az a da bregañ (hag antahina) d’ar re all diwar-benn penaos e tlefer emzerc’hel, ar pezh a zo reizh, hag all, .i. moraliste.
Arabaduz
x a ra ar glav pa’z a ar glav da wanaat, da zamtevel.
Ardevel a ra ar glav
Ardavet eo ar glav
Chom hep kousket diouzh an noz
Chom war vale
An doare ma vez santet gorre, sustañs pe un tamm dilhad/linenn pa doucher anezhi, d.s. pegen garv eo, pe dous, bouk, kalet…
Gwiadur
Flastrañ
Frikañ
«Baquet de…»
Barazhad*
War-sav evel ur c’hi pe ul leon.
War grab o revr
Ober war-dro ub en ur reiñ dezho toud o deus c’hoant, en ur bezañ jentil-kenañ hag en ur vezañ sur ne vankont ket, d.s. ur vamm/un tad a zo sot gant e v/bugel hag a ra pep tra evitañ da vezañ kled ha laouen.
Ober kaezhig
Kaezhañ
Krenañ un tammig gant ur from kreñv, dreist-holl all levenez pe ar c’hoant, ha lakaat ar fromoù se war-wel.
Tridal
Bezañ a-du gant ub
Kanañ a-du gant ub
Chom hep lavarout grik, chom bout rak n’ouzer ket penaos respont d’udb.
Chom bouc’h
Bouzar-tre
Bouzar-glez
Pa n’hor beus ket c’hoant bezañ kiriek/kablus hag e lavarer ez eo ub all kiriek/kablus en hor lec’h.
Teurel ar brall war ub
Bezañ distabil
Bezañ war branskell
Kafe (pe te, pe un evaj tomm all) gant ur bannac’h lambig (pe hini kreñv) e-barzh
Kafe koefet
Kafe fritet
Boulligoù aer pe gaz en un dourenn, d.s. pa c’hwezer dindan an dour, pe pa c’hwezer e soavon, pe pa lakaet dour da virviñ.
+ ar verb a dalvez ober seurt boulligoù.
Klogor, klogorenn*
Klogorat
Lavarout an traoù evel m’emaint, kaozeal naet ha sklaer, end-eeun ha hep gaou na doareoù cheur da lakaat an traoù.
Komz krak-ha-krenn
Komz naet ha distag
Komz diveget mat
Ub a blij dezhañ/i kontañ traoù brav ha gevier da filimiñ pe hoalañ ar re all, unan disonest ha lavar ez eo a-du ganeomp, hag da c’houde a-du gant ub all pa ne glevomp ket.
Klufan
Mont war e grabanoù, mont war e dreid hag e zaouarn, evel ur bugelig.
Parlochat
C’hoari e zen cheur ha sañsupl, .i. galleg «faire des façons»
Ober ardoù
Utinam !
A-youl !
Un dra aes-kenañ.
Bizig-mezv
Ur gouloù fall, ur gouloù n’eo ket ken sklaer.
Ur gouloù bleiz
Un doare all da lavarout «darbet e oa da semplañ »
…e oa hogos dezhi fatañ.
Un doare all da lavarout «udb a zo c’hoarvezet ganeoc’h»
Udb a zo kouezhet deoc’h.
Pa vez gloazet hor enor gant ub ez omp d’e X, .i. en em gannañ a-enepto.
Un x a roer d’ub da welout piv a zo gwelloc’h, pe hag-eñ e c’hell ub ober udb.
Dae
Daeañ
Reiñ un titour x d’ub a dalvez hen reiñ dezho goude o marv. Un dra x a zo un dra roet pe graet goude marv ub.
Dalif
Ar santimañt da gompren fromoù ub all, da deurel evezh diouzh o fromoù ha santout ganto, en ur mod.
Damant
Un x a zo ur meneg buan ha damsklaer eus un dra bennak.
Damc’her
Skeiñ kreñv.
Darc’haouiñ
Ober van da vezañ ub all, pe adsevel udb en un doare goapus. X a ra Laurent Gerrat mouez tud brudet. X-et en deus Mel Brooks Star Wars en ur sevel Spaceball.
Drevezañ
X eo an hini a heul bizik-ha-bizik reolenn e gredenn, e relijion.
Deol
Deoliezh
X eo ub a c’hell en em zibab aes, ub n’en deus ket ezhomm sikour d’ober traoù bemdeziek.
Diabaf
Diabafiñ
Bezañ gant ub, e kompagnunezh ub.
Bezañ e ser ub.
Skuizh-divi.
Hernet
Herniñ
Blinkañ e lagad, luchañ
Gwilc’hañ
X eo un dra a reiñ yac’h endro.
Yac’haus
Touellañ en ur hoalañ
Filimiñ
Dous, plijus
Gwar
War e war
Un digarez, un abeg kavet da zisplegañ perak e vez graet udb.
Sigur
E sigur
From, c’hoant ha youl d’ober traoù hep aon, gant kalon.
Froudenn*
Laouen
Drant
Leun a skoulmoù
Skodeg
Dinaturiñ
Disleberiñ
X eo udb bennak a zo diaes da dizhout, pell diouzh ar c’hreiz.
Diamen
X a ra udb hor lak da vezañ ampechet.
Nammañ
Diank
Ezvezant
Mamm-gozh he deus x, .i. poan en hec’h eskern abalamour d’ar gozhni.
Poan-remm
«Manipuler, concocter»
Dorloiñ
Damgousk.
Morediñ
«À rebours»
A-rekin
A-boan
A-vec’h
C’hwezh udb, pe blaz udb, d.s. un dienn-skorn gant x sivi.
Frond
Touchañ ub gant e vizied d’o lakaat da c’hoarzhin, evel ma reer gant bugale.
Herlinkat
«Peurvuiañ anezho»
Ar bras anezho
Kousk e-pad ur prantad
Ober ur frapad kousket